Skipailh Bali Breizh a grog un droiad a veder sulvezh e Menez Are. Evit kregiñ ganti e vimp e Plouneour-Menez, Sant-Kadoù (Sizun) ha Kommanna. E bourk Plouneour-Menez e fell da Angelina Beauvir delc’her un ostaleri en ur greizenn artizanelezh arzoù. Ur cheñchamant buhez eo e kont da Ch/Goulwena an Henaff peogwir eo bet e-pad 19 vloaz oc’h ober war-dro kelaouennoù bugale Keit Vimp Bev. Adrien Gouez a son gant ar gitar er strollad Horizontal Francis. Istor ar strollad a gont da Thelo Mell e studio « Streat ar skol » e Sant-Kadoù (Sizun). Daou don a sonont deomp. Un arzourez eus bro Velgia eo Maud Anelli. Hec’h oberennoù tatouerezh hag engraverezh he deus diskouezet da Goulwena e Kommanna. Adkavet e vo ur rann nezvez eus an heuliad « Buhez ar sant ». L'équipe de Bali Breizh commence une nouvelle flânerie et vous emmène dans les Monts d'Arrée les quatre prochains dimanches. Angelina Beauvir souhaite ouvrir
Hide player controls
Hide resume playing