Myvideo

Guest

Login

Bali Breizh e Goueled Leon / Bas-Lon 4/4

Uploaded By: Myvideo
1 view
0
0 votes
0

Pevare hag abadenn ziwezhañ Bali Breizh e arvor Goueled Leon, etre an Aber Ildud hag an Aber Benniged. E Porsal ec’h en em gav Goulwena gant Joëlle Perrot. Bet eo skolaerez ha renerez e skol Diwan Gwitalmeze e-pad bloavezhioù, ur vicher a blije dezhi kenañ. Hiziv e stourm evit gwirioù diazez an dud er frammoù Amnesty International ha Solidarités International. Anv ‘vo ganti eus ar gwir da vanifestiñ hag eus ar gwir da gaout dour mat da evañ. Kevin Pochard en deus choazet treuzfeurmiñ al laezh bio produet gantañ en e atant e Treouergad. Kelaouadenn. Paul Salaun zo ezel eus Dastum Bro Leon, ur gevredigezh he deus enrollet maread kanaouennoù, kontadennoù ha marvailhoù. Ganti e vo embannet ur bladenn gant kanaouennoù Line Marné, lesanv Herveline Breton hag a oa peizantez e Tremenac’h Plougerne. Paul a gan deomp « Son ar briadelezh » hag a veze kanet gant Line Marné. Yann Riou zo mab-bihan d'ur

Share with your friends

Link:

Embed:

Video Size:

Custom size:

x

Add to Playlist:

Favorites
My Playlist
Watch Later