Myvideo

Guest

Login

Bali Breizh e Bro Montroulez / Bali Breizh dans le pays de Morlaix 3/4

Uploaded By: Myvideo
1 view
0
0 votes
0

Trede abadenn Bali Breizh e Montroulez. War pont bras Montroulez ec’h en em gav Goulwena gant Tudual an Ostiz. Abaoe bloavezhioù emañ a youl vat er SKAR, skipailh kreiz ar Redadeg, hag a ra al liamm etre ar skipailhoù lec’hel a-hed ar redadeg evit ar brezhoneg. Er bloaz-mañ ec’h erruo ar Redadeg e Montroulez d’ar 25 a viz Mae. Tudual a labour e bed ar sevel tiez ha meur a vicher a oar ober, estreget teiñ an tiez marteze. Patrick Favreau a gont deomp istor ar pont bras hag an trenioù e Montroulez. Kelaouadenn E maner Kersaodi e Plourin-Montroulez e kej Thelo gant ar ganerez Clarisse Lavanant. Eno emañ ar baotred Guével o chom, Philippe hag a son piano ganti, hag e vreur Jañ-Feñch, arzour ampart. Ul lec’h seder eo lec’h ma kav Clarisse awen abaoe m’eo deuet en-dro da vro gavell he familh, Montroulez, e 2008. Prientiñ ‘ra an abadenn « Cœur de Bretagne » hag enrollañ ‘ra kanaouennoù nevez e brezhoneg. Ambrouget gant Philippe

Share with your friends

Link:

Embed:

Video Size:

Custom size:

x

Add to Playlist:

Favorites
My Playlist
Watch Later