Bali Breizh a stag gant ar bloaz nevez e Pariz, evit peder abadenn a-hed miz Genver. Ur milion a Vretoned a vije o chom e bro Bariz, en ur gontañ ar re ganet e Breizh pe a orin eus Breizh, Bretoned eus ar c’hentañ, an eil, an trede hag ar pevare rummad. Goulwena a gej gant ar c'hannad Paul Molac. Komz a ra dezhi eus ar mod ma kas e gefridi da benn etre ar Vodadenn Vroadel hag e bastell-vro, eus al lezennn Molac war ar yezhoù rannvroel, eus ar chupenn giz ar vro a vez gantañ, eus ar c’hemm a wel etre keodedourelezh ha broadelezh, eus an doare da c’hounit emrenerezh evit Breizh. Kalz Bretoned zo aet da labourat da Bariz, ha Bretoned yaouank a ya da studiañ da Bariz bremañ. Léandre Mandard, studier e Skiantoù Politikel e Pariz, a ya evit e blijadur da zeskiñ brezhoneg da di Henriette Férellec, deuet da chom da Saint-Denis e 1962. E C’hoariva Zingaro e Kastell Aubervilliers e kej Thelo gant Ronan Blejean, soner akordeon. Ronan hag e v
Hide player controls
Hide resume playing