Chanson en Breton (sous-titres en français) sur les bonnets rouges de 2013 à Carhaix dénonçant l'injustice des portiques Ecotaxe en Bretagne, composée pour les états généraux du 8 mars 2014 à Morlaix. L'air et le texte original dénonçant la construction de la centrale de Brennilis dans les années 1960 (que j'ai adapté au sujet) sont d'Ifig Pichon. C'est mon épouse qui a corrigé mon breton parfois approximatif :( Pa m’eus kavet ar c’homzoù hervez ma faltazi eo savet e-barz ma fenn ar c’hoant da gompoziñ. N’em lakaat a ran bremañ da ganañ ma sonenn evit tremen ma zourmant, ma glac’har, ma anken. Evit tremen ma zourmant, ma glac’har, ma anken (ha) digas d’an holl Vretoned un tammig sklerijenn diwar-benn ar gouarnamant hag e holl bromesoù lavaret ‘neus vije graet ‘barz ar vro labourioù. Savet a-hed ‘n hent daouzeg, porchedoù ar vezh ruz o doa kresket ha strewet, vel ur c’hleñved spegus. Na deus hoñz a zirolle war zouar Breiz-Izel, ô kredit mad, Bretoned, devezhioù a vrezel. Dre Pont ar Veuzenn Kimerc’h, Gwiklan ha Lanrodec, ‘oa ‘devet pe divontet porchedoù ‘r Republik. Gant spered Sebastian ar Balp hag ar bonedoù ruz ‘oa savet ‘n arme a-enep taosoù dic'houzañvus ! Ha c’hoazh m’eus klevet laret, d’an tregont a viz Du, er ru vras e kreiz Karaez, bannieloù Gwenn-ha-Du ‘oa bantet dindan an oabl, evid goulenn frankiz ha lemel tailhoù bro Frañs, kaout muioc'h a justiz Daou-ugent mil den bennak, prest evid an emgann, pep hini gant e soñjoù, deuet gant ul lugan, evit difenn a-bouez-penn, dorn-ha-dorn asambles, ‘droed da “vevañ, divizout ha labourat e Breizh”. Poent eo stagañ Bretoned ô gant stourm meur ar vro. Poent eo skubañ an oaled ha kempenn an erv. Un deiz ‘vo sklaër an amzer war hentoù Breiz-Izel. Un deiz ‘vo lorc’hus ha taër, echu ‘vo ar brezel. Deomp holl ‘ta da Vatignon, pe c’hoazh d’an Elysée. Siromp botoù Fañch Hollande, paotred, rak re zo re ! Rak gantañ ni ‘zo laket holl en displijadur renet omp gant ur vro glañv, gant ur Frañs dinatur. Me ho ped holl Vretoned, da c’houlenn a-bouez-penn evit saveteiñ ar vro, ma vo graet ul lezenn, a-raog ma vezo chachet hon holl yaouankizoù da vonet da vizeriñ du-hont ‘barz ar c’herioù. Ho pediñ ran da soñjal, ô c’hwi ma holl zud vad, er c’homzoù savet ganin e-kreiz ma c’halonad. Mar fell deoc’h klevet ‘vid piv, eo graet ar ganaouenn ‘vid ar Bonedoù ruz-se, e oa graet penn-da-benn.
Hide player controls
Hide resume playing